Dihunomp !

Ema an douar hon lestr, arabad dimp henn loskiñ ! Kennig a ra al lec’had-mañ dimp ober un dra bennag evid an douar, ha disuj-kàer. Ha prest e vefemp d’ober ur jest gwarantiñ evid ar bed, en hon kreizon, heb ma vefemp redïet da rentiñ-kont da zen ebed ?


BLOAVEZH 17 – Mesaj 1 : d’an 21 a viz Kerzu 2023

Petra ober ? E-korf un nebeud degadoù, setu deuet hon douar ken bihan hag ur gêriadenn. Peb unan a c’hell gouied ar pezh a zegouezh e penn all ar gêriadenn-se.

Peb unan a c’hell en em gavoud gant un den bennag deuet ag ur c’harter arall (bro, kevandir). Ema an diforc’hioù barr-bevañ pennkaoz a ziemglew.

Ema an diforc’hioù sevenadurel, daoust dezhe bezañ awenuz ha pinvidig, pennkaoz stourmoù arall. An ardommañ a remerker gant an hinad zo deuet da voud un dañjer evid hon planedenn he-hunan, evid peb unan ahanimp ive.

En em leuskel da vont gant an aon, gant an digalonekaad, n’hell ket boud an diskloum mad.

Petra ober ?

Kentañ mesaj (2/5) : 02.02.2024

Mesaj 2 : 2.02.2024

Gwashañ tra d’ober, dirag problemoù liessort an denelezh hiziw-an-deiz, a vefe koll kalon, pe gortoz e teufe an diskloum digant an dud arall.

Padal, evel ul lestr er gwallamzer, pell en donvor, peb unan ahanimp en deus un dra resiz d’ober. Oll ez omp kengred. Oll ez omp e karg ag un dra bennag, responteg euz ul lod bennag.

E-lec’h digaloniñ ez aomp da grogiñ e-barzh, kaloneg.

Kentañ mesaj (3/5) : 26.03.2024

Mesaj 3 : 26.03.2024

Mar diskouez ar stourmoù en-dro dimp, pe ar re a welomp a-bell, boud diskloum ; mar diskouez danvezioù ar bed mont war verraad, gelloud a raomp ober gant hon nerzh dimp hon-hunan : re hon liorzh kuzh.

Ennimp oll ez eus pinvidigezhioù chomet digorvo. Daet eo an termen ma rankomp oll puñsiñ enne. Gant peb unan ahanimp ez eus un alc’hwez d’an nebeutañ, hag a zigoro un nor bennag, ur benveg hag a daolo ur vur bennag d’an diaz.

Ha miliardoù omp war an douar…

Kentañ mesaj (4/5) : 09.05.2024