Dihunomp !

 

Ema an douar hon lestr, arabad dimp henn loskiñ ! Kennig a ra al lec'had-mañ dimp ober un dra bennag evid an douar, ha disuj-kàer.Ha prest e vefemp d'ober ur jest gwarantiñ evid ar bed, en hon kreizon, heb ma vefemp redïet da rentiñ-kont da zen ebed ?

 

 

BLOAVEZH 10 - Mesaj 1 - 21 a viz Kerzu 2018.

 

 

Petra ober ?E-korf un nebeud degadoù, setu deuet hon douar ken bihan hag ur gêriadenn. Peb unan a c'hell gouied ar pezh a zegouezh e penn all ar gêriadenn-se.

Peb unan a c'hell en em gavoud gant un den bennag deuet ag ur c'harter arall (bro, kevandir).Ema an diforc'hioù barr-bevañ pennkaoz a ziemglew.

Ema an diforc'hioù sevenadurel, daoust dezhe bezañ awenuz ha pinvidig, pennkaoz stourmoù arall. An ardommañ a remerker gant an hinad zo deuet da voud un dañjer evid hon planedenn he-hunan, evid peb unan ahanimp ive.

En em leuskel da vont gant an aon, gant an digalonekaad, n'hell ket boud an diskloum mad.

Petra ober ?

 

 

Mesaj 2 - D'ar 2 an a viz C'hwevrer 2019

 

Gwashañ tra d'ober, dirag problemoù liessort an denelezh hiziw-an-deiz, a vefe koll kalon, pe gortoz e teufe an diskloum digant an dud arall.

Padal, evel ul lestr er gwallamzer, pell en donvor, peb unan ahanimp en deus un dra resiz d'ober.Oll ez omp kengred. Oll ez omp e karg ag un dra bennag, responteg euz ul lod bennag.

E-lec'h digaloniñ ez aomp da grogiñ e-barzh, kaloneg.

 

 

Mesaj 3 - D'an 2 a viz Ebrel 2019

 

 

Mar diskouez ar stourmoù en-dro dimp, pe ar re a welomp a-bell, boud diskloum ; mar diskouez danvezioù ar bed mont war verraad, gelloud a raomp ober gant hon nerzh dimp hon-hunan : re hon liorzh kuzh.

Ennimp oll ez eus pinvidigezhioù chomet digorvo.Daet eo an termen ma rankomp oll puñsiñ enne. Gant peb unan ahanimp ez eus un alc'hwez d'an nebeutañ, hag a zigoro un nor bennag, ur benveg hag a daolo ur vur bennag d'an diaz.

Ha miliardoù omp war an douar...

 

 

 

Mesaj 4 - D'ar 2 a viz Mae 2019

 

Meveriadenn ar Vreuderiezh

 

Setu ur mod da vont en ho jardin kuzh. En em lakait en ho aez, plom ho kein, ha serrit ho taoulagad...Tennit hoc'h anal difonn ha don.... Tennit hoc'h anal tre beteg en ho kof, evid distennañ a-feson an takad-se, lec'h ar fromoù. Tennit hoc'h anal difonn ha don... Mar santit un diaezamant en ul lec'h bennag euz ho korf, c'hwezhit difonn en ur soñjal el lec'h-se, evid diskloumiñ oll ho kigennoù ha distennañ a-feson... Tennit hoc'h anal difonn ha don.... Seul gwezh mah analit e santit ho korf o tistennañ, ho kigennoù o tistennañ, o tistrilhañ, o relaksiñ... Ho korf en e bezh a zistenn... toud ho kigennoù a zistenn hag a zistrilh, sioul, sioul... Gwelloc'h-gwell en em santit hag a nebeudigoù ez ankouait ho korf, en ur chom emskianteg euz hoc'h analañ...

 

 

Gweloud a rit gwagennoù-gouloù hag a dreuz ho korf, evel gwagennoù braz a zistennadur... Seul gwezh ma treuz ur wagenn-zistenn ho korf, e tistenn hemañ muioc'h c'hoazh, hag ho kigennoù ive a zistenn hag a zistrilh...Treuziñ a ra ar gwagennoù-gouloù ho korf penn-da-benn. Treuziñ a raont ho penn, hag en ho penn an oll gigennoù a zistenn. Treuziñ a raont ho kein, hag en ho kein an oll gigennoù a zistenn ive ; treuziñ a raont ho pruched,... beteg ho kof, hag en ho kof an oll gigennoù a zistenn ive... Ha treuziñ a ra ar gwagennoù-gouloù-se ho tiwhar, tre beteg ho treid, ha kigennoù ho tiwhar ha re ho treid a zistenn ive...

 

 

Lakait bremañ ho koustiañs en ho liorzh kuzh, en ho jardin kuzh, en ho kalon speredel, e-kreiz ho pruched...Evid-se, soñjit ema ho koustiañs evel ur c'hreunennig-c'houloù dirag ho tal... Gwelit ar c'hreunennig-c'houloù-se o tiskenn... o tiskenn... o tiskenn beteg dirag ho pruched, evid lec'hiañ e-kreiz anezhañ, lec'h m'ema ho kreizenn speredel, lec'h m'ema ho kalon speredel... Ha heñvel-mik d'ur vroñsenn-roz e santit ho kalon speredel bremañ, e-kreiz ho pruched... Lakait bremañ ho kreunennig-c'houloù da gavoud he lec'h e-kreiz ar vroñsenn-roz-se ; ho kreunennig-c'houloù, da lâred eo ho koustiañs hag hoc'h analañ...A-nebeudigoù, seul gwezh ma'z analit en ho kalon speredel, e tigor ar vroñsenn-roz. Ha mont a ra ar vroñsenn da rozenn bremañ, ur rozenn hag a zigor, hag a zigor, difonn, goustadig, muioc'h-mui...

 

 

Bremañ, splujit e-kreiz ar rozenn digor-se... E don-donnañ ar rozenn digor-se, e tizoloit ul lijor braz a beuc'h... ul lijor braz a beuc'h lec'h ma c'hellit analañ en ho aez, sioul-kenañ... lec'h ma en em santit didrubuilh-kàer, distenn ho korf a-bezh, dizañjer groñs... E-pad un herrad, santit ar sioulder-se hag an digoradur-se oc'h ober vad deoc'h...

 

 

Bremañ, kemerit un tammig amzer evid en em soñjal diwar-benn danvez ar veveriadenn-mañ : petra a soñjit euz ar vreuderiezh ? Ha dedennet oc'h ganti ? (leuskel ur vunutenn da dremen)... Ha prest oc'h da roiñ un dra bennag d'ar bed, d'an denelezh ? (leuskel ur vunutenn da dremen)...

 

 

Bremañ e kavoc'h ur skalier-gouloù hag ho kaso da gavoud ul live all a goustiañs... Krapit gant an diri, krapit gant pazennoù ar skalier-gouloù-se, ha dre ma krapit e santit ho korf dont da vezañ skañvoc'h-skañv, dre ma krapit e santit ar pezh a waske ho spered o teuziñ kuit hag o vont da ged... Skañvoc'h-skañv en em santit, ha seder, ha trankil... Bremañ ez oc'h arruet e blein ar skalier-gouloù. Diboukañ a rit war ul live koustiañs all, en ul liorzh, en ur jardin braw-braz, leun a vleunioù braw ha liezliw ennañ. Kerzhed a rit el liorzh-se, en ur soñjal ataw er roâdenn a c'helloc'h profañ d'ar bed...

 

 

En un taol, er pellder, e spurmantit un drolinenn splann, heni ur boud-gouloù, un den-gouloù o tont... O tostaad ema... o tostaad ema... Digorit braz ho kalon, evid henn degemer... Degouezhet eo bremañ ar boud-gouloù-se a-dal deoc'h. Saludit anezhañ ha trugarekaad evid bezañ deuet betegzoc'h... En em brezantiñ a ra evel ur spered breuderiezh... Lâred a ra deoc'h ema diragzoc'h bremañ evid hoc'h awenañ, evid roiñ harp deoc'h da zizoloiñ pesort roâdenn a c'helloc'h kavoud evid enoriñ ar Vreuderiezh en ho mod, diouzh ho kiz... Neuze, lakait ho fiziañs er spered breuderiezh-se ha laoskit anezhañ d'hoc'h awenañ... Chomit digor-braz a galon hag a spered, chelaouit douzh ar pezh a c'hello ho lakaad da gompren... Marteze e weloc'h skeudenn ho roâdenn ; marteze e klevoc'h ar spered breuderiezh-se o lâred deoc'h petra a c'hell ho roâdenn bezañ; marteze e santoc'h pesort roâdenn a vo deoc'h d'ober... Chomit degemeruz d'ar pezh a vo... (leuskel un diw pe deir munutenn bennag)...

 

 

Setu, gwelet ho peus, pe klevet ho peus, pe santet ho peus pesort roâdenn a c'helloc'h profañ d'ar bed, evid enoriñ ar Vreuderiezh en ho mod-c'hwi, diouzh ho kiz... Trugarekait ar boud-gouloù-se, ha sellit doutañ o pellaad, o pellaad...Kerzhit en-dro beteg ar skalier-gouloù ha diskennit ar pazennoù, sioulig... (gortoz un herrad)... Deuet oc'h bremañ gant al lec'h ma oac'h da gomañs, peuc'h ennoc'h ha prest da gas da benn ar pezh ho peus komprenet ha divizet ober...Laoskit ar skeudennoù-se mont kuit diwar-wel... Deuit er bed ordinel en-dro... ha p'en em santoc'h prest, digorit ho taoulagad ha, mar karit, notit ar pezh ho peus bevet...

 

a) Gelloud a reoc'h kavoud ha kleved ar veveriadenn-mañ dre glikañ war an ikonenn adaz (Mouezh plac'h pe Mouezh paotr).

b) Gelloud a rit enrollañ ho mouezh ive, ha lakaad ar muzik a blij deoc'h mar karit.

 

 

Mesaj 5 - 4.07.2019

 

Peb unan, gant ar veveriadenn-mañ, en deus gellet moned e darempred gant e voud diabarzh.Peb unan a oui bremañ ar pezh en deus d'ober.

En e-hunan ema peb unan ahanimp bremañ gant e engouestl, e-hunan gant e alc'hwez.Ne chom dimp nemed lakaad e pleustr ar pezh hon eus divizet, ober ar pezh he deus kuzuliet hon kalon dimp.Un ober personel eo. N'eo ket da voud diskuliet.

Daw eo ma chomo kuzh e kalon peb unan. Da beb unan d'henn kas da benn, setu toud.Moned a ray al lec'had-mañ da ehanañ beteg miz Kerzu 2015.Ne vo ket kontet an dud a zay da weladenniñ al lec'had-mañ. Ne vo ket savet bilañ olleg ebed.

Bezomp war evezh evid gweled ar pezh a zegouezh en-dro dimp. Kalonegezh vad da beb unan !

Serret e vo al lec'had-mañ beteg miz Kerzu 2019.

 

Ne vo ket kontet an dud a zay da weladenniñ al lec'had.

Ne vo ket savet bilan holleg ebed.Sellomp gant evezh douzh ar pezh a zegouezh en-dro deomp.

Kalonegezh vad d'an holl !

Ar bare couragecourage.